Текст пісні Ton Simple Tamm Kreiz Ton Double - Tri Yann
Інформація про пісню На цій сторінці ви можете ознайомитися з текстом пісні Ton Simple Tamm Kreiz Ton Double , виконавця - Tri Yann. Пісня з альбому Suite Gallaise, у жанрі Фолк-рок Дата випуску: 31.12.2009 Лейбл звукозапису: Mercury Мова пісні: Пап'яменто
Ton Simple Tamm Kreiz Ton Double
An deiz all me oa bet e pardon Koloreg
Me 'm boa gwelet ma mestrez, tra lala lala lalo…
War skalier ar vered
Evit mont d’he saludiñ, na ken kaer 'vel ma oa
Me a c’houlas diganti, tra lala lala lalo…
Ha dimezet a oa
N’on ket c’hoazh ma servijer, n’on ket c’hoazh dimezet
Met bet on ur fortun vat, tra lala lala lalo…
D’an hini ma c’hemerfe
Me 'm eus er gêr e ti ma zad, pevar garr houarnet
Ha kezeg er marchosioù, tra lala lala lalo…
Kapabl d’o charreat
Met pa oan erruet eno, me ne welen netra
Met ur c’hozh kazh bihan fall, tra lala lala lalo…
Oa ket 'vit logota
Daou wele a oa ivez, un a bep tu d’an tan
Al liñselioù 'oa warne, tra lala lala lalo…
Oant ket deus ar re voan
Al liñselioù 'oa warne oant ket deus ar re fin
Nozvezh kentañ 'm boa kousket, tra lala lala lalo…