| Gortozet 'm eus, gortozet pell |
| E skeud teñval tourioù gell |
| E skeud teñval tourioù gell |
| E skeud teñval an tourioù glav |
| C’hwi am gwelo 'c'hortoz atav |
| C’hwi am gwelo 'c'hortoz atav |
| Un deiz a vo 'teuio en-dro |
| Dreist ar morioù, dreist ar maezioù |
| Dreist ar maezioù, dreist ar morioù |
| D’am laerezh war an treujoù |
| 'teuio en-dro karget a fru |
| E skeud teñval an tourioù du |
| 'teuio en-dro an avel c’hlas |
| Da analañ va c’halon c’hloaz’t |
| Kaset e vin diouzh e anal |
| Pell gant ar red en ur vro all |
| Kaset e vin diouzh e alan |
| Pell gant ar red, hervez 'deus c’hoant |
| Hervez 'deus c’hoant pell eus ar bed |
| Etre ar mor hag ar stered |